Tan De'i
search

Tan De'i

An Duigou, Loeiza (1993-....) - Duval-Guennoc, Anna
Emeur o prientiñ un arvest bras evit lidañ krouidigezh an embregerezh Tan De'i a brodu boestadoù alumetez abaoe 100 vloaz. Birvilh e-leizh a zo gant an dud er Gêr-Uzin. Rubinia Pyro, merc'h ar r... lire la suite
  • 12,00 €

Quantité

Vous êtes professionnels, vous souhaitez bénéficier de tarifs qui vous sont réservés ?
connecter vous ou créer vous un compte

Vous êtes professionnels, vous souhaitez bénéficier de tarifs qui vous sont réservés ? Connectez-vous ou créez vous un compte

Emeur o prientiñ un arvest bras evit lidañ krouidigezh an embregerezh Tan De'i a brodu boestadoù alumetez abaoe 100 vloaz. Birvilh e-leizh a zo gant an dud er Gêr-Uzin. Rubinia Pyro, merc'h ar rener, Bohort hag Elvyn, bugale labourerien vunut er Gêr-Uzin a 'n em gav er Forest. Daou voud a zo en o c'hreiz : krennarded int, ya, barrek da dreiñ da loened. Bleiz, broc'h ha kazh-koad a ranko talañ ouzh darvoudoù dic'hortoz ha skrijus. Rak poent bras eo gwareziñ an endro ha paouez da ziskar gwez forzh pegement evit boueta an uzin.

Youl, ijin hag emglev a gaso anezho war-zu ur pal : saveteiñ an Dervenn Veur, kalon hag ene ar Forest.

E-herzh ur chomadenn war Roc'h-Gored e oa bet roet lañs d'an istor-mañ gant Loeiza an Duigou. Dourlivadurioù Anna Duval-Guennoc a zegas kizidigezh ha buhez d'ur romani kaset da benn gant div Vreizhadez donezonet, mennet start ha leun a ijin.

9782736801618
100000 Produits

Auteur : An Duigou, Loeiza (1993-....)
Duval-Guennoc, Anna

Date de parution : 14/06/2023

Éditeur : Al Liamm

Classification : Romans - 9-12 ans